Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 225 —

d’e galon, Gellout a reaz neuze distrei da gâd e dri abostol : kousket e oant bepred. « Savet breman, emean ; arru eo ma heur ; an hini an euz gwerzet ac’hanon, n’eman ken pell ac’han. »

Amzer hepken an euz Jezus da vont daved an ebestel all a zo chomet el liorz ar Gwe Oliv, ha setu an treitour, setu Judaz oc’h arruout, gantan eur bagad soudarded. Kentan tra a ra eo tostât da Jezus ha rei d’ean eur pok. Rak laret en doa kent d’e dud : « An hini a bokin d’ean, hennez eo : kroget ennan. »

Jezus a lavaraz da Judaz : « Ma mignon kæz, d’ober petra hoc’h-hu deut aman ? »

Ha goude, o vean æt da gæ ar zoudarded : « Piou a glasket-hu ? — Jezus a Nazaret. — Me eo. »

Raktal e kouejont d’an douar, kazi ’vel brevet gant ar spouron. Mes Jezus a reaz d’ê sevel, hag a c’houlennaz digante c’hoaz eur wech : « Piou a glasket ? — Jezus a Nazaret. — Me eo, eme Jezus. Deut oc’h d’am c’hemer gant kleveo ha bijer, ’vel pa vijen eul laer. Daoust perak n’ho peuz ket kroget ennon kentoc’h, pan eo gwir e oan bemde en ho touez o prezek ’barz an Templ ? »

Neuze ec’h astennaz ar zoudarded o daouarn evit krigi ennan. Pa welaz sant Per kement-se, hag heñ o tennan e gleve, hag o troc’han gantan skouarn deo Malkus, unan euz mevelien ar belek braz.

Jezus, ’vit-se, a laraz d’ean. « Laket ho kleve ’n e blas, N’ouzoc’h-hu ket n’am euz nemet pedi ma Zad hag e tigaso d’in d’am difenn ’pez a garin a æle… Mes dleet eo d’in evan ar c’hali an euz roet ma Zad d’in da evan. »