Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/244

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 226 —

Neuze e pareaz Jezus skouarn Malkus, ha dioustu goude en em lakaz etre daouarn ar zoudardet, a stlejaz ’nean da di Gaif war ar mene Sion.

An ebestel, int, ac’h eaz a-kwit euz liorz Jetsemani, bep-hini war e du.

Setu displeget berr ha berr ar pez a c’hoarveaz ouz troad mene ar Gwe Oliv en nozvez ar Yaou Umblid.

Mad e oa d’imp hen adenvori ’vit intent perak en em stag kement kalon ar belerined ouz liorz Jetsemani hag ouz kleuzen an Agoni.

Skwizan enne, n’hell ket an nen ober : komz a reont ken tener ouz an ene kristen !

Mes hirie, siouaz ! n’hellomp ober d’ê nemet eur zell : arru eo an abarde.


————


XVIII


En pe doare eman hirie kleuzen an Agoni ha liorz Jetsemani.


Kleuzen an Agoni a zo c’hoaz breman, war bouez nebeud a dra, ’vel ma oa en amzer Jezus, — ha well a ze. Ar vein a ra ar volz ’uz d’hon fenn, a zo chomet e-noaz kazi dre-holl. Æz eo gout n’omp ket aman ’ti ar C’hresianed : ar re-man o dije kuzet ar vein dindan eur gwisk livaj.