Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/241

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 223 —

Zantel. Bean ’zo ’uz d’ean ’vel eun tok a bouez war bilhero moan hag a zo stignet war e du dindan eur gwiad gloan marigelled. Stoui ’reomp dirag ar be santel, ha, goude bean laret trugare da Zoue da vean miret euz ar breinadur korf dinam an Itron Varia, e c’houlennomp digantan, evidomp ha ’vit a re a garomp, ar c’hraz d’en em gavout da fin ar bed wardro ganti, korf hag ine, en gloar ar baradoz.

Eun induljans vras a dalv d’imp hon feden : mes gallout a reomp he gonid e-læc’h-all : bet eo staget gant ar pap Leon XIII ouz iliz Itron-Varia-Franz, o vean n’eman ket iliz an « Assomption » etre daouarn ar Gatoliked.


————


XVII


Kleuzen an Agoni. — Petra a digoueaz enni hag en liorz Jetsemani.


Euz iliz an « Assomption » ec’h eomp eün da Gleuzen vein an Agoni, n’eman ket ouspenn kant kammad diouti. Eun tammik pelloc’h eman liorz Jetsemani, ’læc’h en em dennaz Jezuz goude e goan divezan gant e ebestel. Eno, dindan ar gwe oliv, e plije d’ean kauzeal ha pedi war dro gante.

Mes, noz ar Yaou Umblid, eo re sammet e galon. A-boan eo d’ean bean arruet el liorz, ma lavar d’e dud :