Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/240

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 222 —

Goud a rer ’pez o c’hoarveaz goude : amzer aoalc’h am euz laket d’hen displegan, ha re amzer zoken : kazi drouk ’zo ennon breman o vean komzet d’am lennerien deuz an *hevelep skandal, goude ’oan krog da vont gante bete be hon Mamm Zantel. Koulskoude e kredan n’am euz ket kollet ’vit se o grad vad. Kement-man an euz roet da c’hout d’ê ec’h eo prest ar C’hresianed hag an Armeniaded, kristenien distag euz ar gwir Iliz, d’en em zibri etreze, ha ’vit an disteran tra.

Piou breman a vo souezet, mar gwel ’nê o klask dibri ar gatoliked ? Ar C’hresianed dreist-holl a zo en o c’henver evel chas klanv : heskignuz ho c’hoant d’ê da grigi. Gwelet hon deuz ’nê en Betleem hag en Jeruzalem o harzal ouz bugale zant Fransez, hag o krigi enne betek sunan o goad. N’euz forz : ar re-man a dalc’h mad memes tra : evit netra na lauskfont al lod o deuz en iliz ar Ginevelez, hag en iliz ar Be Santel. Santout a reont eman dorn Frans o harpan ’nê ha, dre-ze, ec’h int hep aon.

Breman ’zo kant hanter kant vla, siouaz ! na gavchont ket kement a skoazel euz he feurz, hag e renkchont tec’hel euz iliz an « Assomption », euz an iliz mac’h omp breman enni, hag a c’holo be ar Werc’hez vinniget.

Eman aboue etre daouarn ar C’hresianed hag an Armeniaded, a dalc’h enni bep a zakrist.

Pe ’c’h eo kaer iliz an « Assomption », pe na n’eo ket, n’on ket ’vit hen laret, pa n’am euz he gwelet nemet gant sklerijen eur gantoulik c’holo a douge ar zakrist armeniad. N’eo ket auterio a vank enni. Mes an hini ’zo ar bravan kempennet eo an hini o zo war be hon Mamm