« autro, » e laraz an Armeniad d’ar pacha ’n eur diskoel d’ean en eur c’horn teñval eun dra bennag hanval aoalc’h ouz eur bakaden ereet gant liammo, mes eun dra a glaske finval hag a hirvoude. « Arsa, ’me ar gouarner, me ’gred oc’h sod ! Liammi an den paour-ze en eun doare ken kri ! Hag en eul læc’h a zellet c’hwi ’vel eul læc’h santel ! — Fe, autro, paneved ec’h on deut a-benn d’hen pakan, e vijen bet me paket gantan, ha paket viloc’h : kavet ho pije anon astennet aman war al leur, ha me maro-mik. Lausket ’neuz warnon tri denn gant e revolver, mes c’houitet ’neuz ac’hanon. Me neuze ’zo æt eün d’ean, ha, tapet ganin ma c’hreñv warnon, am euz lemet digantan e arm ha staget d’ean e izili an eil ouz egile. — Mad, ma fautr : n’out ket eun hanter-goas. »
N’eo ket eta heb *abek e ræn bremazonn eur maout a zen eus ma Armeniad. Mes, ’michans, e sonj ma lennerien n’eo ket heb abek ive e savaz c’hoari gaer etrezan hag ar zakrist gresian. Oh ! nan, ha ’c’het da welet e oa peadra aman da lakat ar poultr da devi.
An de-’rauk, o defoa laket ar C’hresianed eur c’holoen lustrin neve war unan euz skabello an iliz, mes heb bean ’n em glevet gant an Armeniaded, a zo, kenkoulz hag i, perc’hen d’an iliz, Petra ’reaz neuze sakrist an Armeniaded al lun, pa oa alc’houeed an norjo war e gein ha war gein sakrist ar re all, nemet lakat eur gadren goat neve endro d’eun daulen a oa e-pign ouz be ar Werc’hez.
Na oa ket peurechu gantan e labour pa glevaz leuskel eun tenn war hed taul d’ean, hag eun all goude, hag eun all c’hoaz.