bien : « Et daou ac’hanoc’h betek eur gærik a zo aze a-dal d’ac’h. Kaout ’refet eno eun azen hag hec’h azennik, n’euz bet c’hoaz azeet den ebed war e gein. Distaget ’nê ha kaset ’nê aman. Mar gouler diganac’h perak, e larfet : « Hon Mestr an euz ezom anê. »
Daou diskibl ac’h a dioustu da Vetfaje hag a deu prest goude war o c’hiz, an daou loen gante. ’Læc’h lakat eun dipr war an hini bihan, e c’holoer ’nean a vantello displeget : mont o ra neuze Jezus war e gein, en e goaze, ha war rauk, ’trezek Jeruzalem : evelse na ra nemet laket da zont da wir ’pez a oa bet ’diouganet, pemp kant ’la a oa, gant ar profet Zakari.
Mar gajemp breman da heuilh Jezus a speret, e weljemp enori anean en eun doare dispar : eur bagad tud a zo deut eus kær da benn-hent d’ean hag ac’h a bepred war griski. ’N eur beurzevel da vene ar Gwe Oliv, e stlabeont dilhad war an hent a heuilh Jezus, enor na vije græt nemet d’ar rouane. En o daouarn e talc’hont bodo glaz o deuz troc’het deuz ar gwe, ha bihan ha braz e kanont : « Hosanna ! ma vo binniget an Hini a deu a-beurz an Au. Doue ! » Setu ar prosision war griben ar mene, setu ’nean o tisken, setu ’nean o hadsevel evit mont en kær, ha penn da benn eur gwiskad dilhad war an hent, penn da benn hopadenno a enor : nan, biskoaz roue na oa bet græt d’ean ken kaer digemer. Hirie, daoust d’ar farizianed, enebourien Jezus, da vont ’mesk ar bobl, evit klask ober d’ar mouezio tevel, a rer d’ê skouarn vouzar. Hirie ar bobl a ziskoe bean ’pez ec’h eo en gwirione, ’pez e vije dalc’h-mad, mar na vije ket a-wejo *touellet ha dallet gand strakerien a c’houve