Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/233

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 215 —

galloud divin Jezus, en em daulaz gant e diou c’hoar en eur vagik, hag a reaz heb roenv na ouel, a-dreuz d’ar mor Kreizdouarek, an hent a refomp ni ’vit distrei euz a Jaffa da Varseilh : war aud ar Brovans e tiskennaz. Prezeg a reaz eno ar gwir fe, ha, goude bean renet iliz Marseilh epad tregont ’la evel eskop, e varvaz ’vit an eil gwech. Bet on gant ma lennerien o welet e ve en iliz koz Sant Viktor. Santez Marta ha santez Mari Madelen a zo ive eun devosion vraz evite en bro Daraskon hag Arlez, ’læc’h m’hon deuz ive tremenet.


————


XIV


Betfaje. — Penaus ec’h eaz Jezuz ac’han da Jeruzalem, an de a-geñver Sul ’Leuio.


Euz a Vetani da Vetfaje n’euz ket kalz e-tuont d’eur c’hart leo. Mont di ’ta e fell d’imp da welet al læc’h an euz bet an enor da rei eun azen da Jezus ’vit kas anean da Jeruzalem. ’Vit se e krapomp ar run a ra ’vel eur skoa da vene ar Gwe Oliv war du ar zov-heol.

Ar wenojen a gemeromp, a dle bean, pe dost, an hini a gemeraz Jezuz gant e ziskibien an devez kentan euz sunvez Pask, da laret eo an de a-geñver sul ar Bleuio. Da gentan ec’h æ war droad. Mes græt gantan eun tri c’hant kammad bennak ’boue ti Lazar, e laraz d’e ziski-