Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/232

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 214 —

Maria, c’houez a zo dija gantan : pevar de ’zo ’boue ’c’h eo maro. » Jezus o respontaz : « N’am euz ket me laret d’ac’h e weljec’h gloar Doue, mar karjec’h kredi ? »

Lemet e oe eta ar men. Neuze en em lakas Jezuz da bedi. E zaoulagad savet gantan ’trezek an neñvo, e laraz a vouez uhel : « Lazar, deuet e-mæz. »

Raktal e teuaz Lazar e-mæz, liened ha liammed ’vel ma oa bet laket er be. « Dizereet ’nean breman, ’me Jezus, ’vit ma c’hello kerzet. »

Ober a reaz Lazar impli vad gant e vue neve. Dek ’la goude Asansion e Vestr, evit tec’hel ’rauk ar Judevien a glaske hen goaskan ’balamour e oa eun desteni euz