Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/231

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 213 —

’gred, eme Marta, ec’h oc’h c’hwi Mab Doue ha Salver ar bed. »

Neuze ec’h eaz Marta da c’helvel he c’hoar Mari, a oa chomet en ti gant ar gerent hag an amezeien, hag a lavaraz d’ei goustadik en he skouarn : « Ar Mestr a zo duont o c’hortoz anout. »

Raktal ec’h a Mari da gât Jezus, eur bagad tud war he lerc’h. Pan em gavaz dirakan, e lavaraz d’ean, ’n eur ouelan. « Autro, mar vijec’h bet aman, na vije ket marved ma breur. » Kement hini a oa eno a ouele ’velti : Jezuz heñ e-unan a oe teneraet e galon, hag a c’houlennaz : « Pelæc’h ho peuz laket ar c’horf ? » — « Deuet, eme int, hag e welfet. » Ha Jezus en em lakaz da ouelan. Ar Judevien a lare neuze : « Sellet pegement e kare ’nean. » Daoust perak ive, ’me darn-all, n’an euz ket harzet ’nean da vervel, penegwir an euz pareet an hini a oa ganet dall ? »

Neuze ec’h ejont holl ’trezek ar be, a oa eun tammik e-mæz ar bourk. C’hoaz hen diskoueer breman d’ar belerined : eur gleuzen toullet er roc’h beo, ha stoufed gant eur men ledan. Mes dindan an douar eman breman, don-don, penegwir e renker disken 26 pazen dre eur *vinz voan ha teñval ’vit hen kavout. Mogeried eo ar c’hao euz eun tu, en *hevelep doare ma c’helle dougen an iliz a oa bet savet ’uz d’ei gwech-all goz. Koueet eo an iliz-ze pell ’zo, hag æt he mein da zikour sevel an tier, pe gentoc’h ar foukenno a loj enne fellahed, da laret eo kouerien El-Azarieh.

Pan arruaz Jezus ’kichen ar be, e laraz d’ar bautred : « Lemet ar men diwar ar be. » — « Mes, Autro, eme