Lazar, hen, deut da vervel prest goude, na chomaz ket ’keit-se hep adkaout ar vue.
Epad kleñved Lazar, eur c’hleñved a oe berr, o defoa kaset e c’hoarezed eur *c’hannad da Jezuz, an em gave neuze en tu all d’ar Jourden, evit *kemen d’ean e oa goall glanv an hini a gare ; marvad e kredent e vije deut dioustu an Autro d’hen gwelet hag an ije pareet ’nean ’vel m’en doa pareet ken liez a glanvour. *Hogen na reaz netra nemet laret d’ar c’hannad : « N’eo ket klanv Lazar da vervel, mes ’vit lakat an dud da rei gloar da Vap Doue. »
Memez tra, daou de goude, e lavar d’e ziskibien : « Deomp da Vetani dioustu. »
Pan arruaz, e oa maro Lazar pevar de ’oa. Marta, raktal ma klevaz e tostae, ac’h eaz da benn-hent d’ean. « Autro, emei, mar vijec’h bet aman, na vije ket marvet ma breur. » — « Marta, ho preur a deuio c’hoaz da vean beo. » — « Ya, eme Marta, me ’oar aoalc’h ze, dont a rei da hadvevan an de divezan euz ar bed. » — « Me, eme Jezus, eo ar vue. Neb a gred ennon, nag e vije maro, a vevo. Kredi a ret an dra-ze ? » — « Me