Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/235

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 217 —

livan kaer o c’homzo. Rak danve mad a zo ennan : sperejo eün hag ineo kalonek.

Mes skanv o benn eo, siouaz ! koulz en Jeruzalem hag e læc’h all. Seul-vui eo douget ar Judevien ’vit Jezuz an de kentan euz ar zun, seul-vui e vefont douget enep d’ean ar c’houæc’hved de : « Ar groaz evitan ! ar groaz ! ar groaz ! » setu petra a huchfont ! Ha perak int-i deut da drei kein d’ean ken buhan ? ’Toue sur, epad pemp de n’o deuz ket paouezet ar farizianed da hadan gevier e-touez ar bobl eneb da Jezus : deut int a-benn da laket en e speret e oa e Zalver e vrasan enebour. En gwirione, na ouie ket ar bobl petra a ræ. Setu perak Jezuz war e groaz a c’houlenno pardon evitan.


————



XV


Distro da Vetani : eur figezen hag a oar ’n em difenn.


Setu ni æt a spered da heuilh Jezuz epad sunvez e basion, hag-eñ ec’h omp chomet a gorf en Betfaje, — pe da vihanan ’kichen al læc’h ma oa Betfaje d’ar c’houls-ze : rak na chom netra diouti, ha na ouier ket da zur pelæc’h e oa. Breman ’zo pemp pla warnugent koulskoude, ’n eur furchal en douar, o deuz kaved leaned Sant-Fransez eur pikol men a bevar c’horn, livaj ha

7