Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/228

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 210 —

d’an draouien, hag o troieta en dro d’ar gigeri. C’houez ar c’hik, a dra zur, eo a denn anê ’trezek eno : ken krenv eo, ken e santomp ’nean o tont breman bete d’imp. Mes n’eo ket re grenv evite : ober ’reont friko gant an indrailho a ve distaulet duman ha duont. Ha gwell a ze : anez e vije aman pendra da lakat ar vosen da zevel. Setu penauz ar guped a zikour ar chas da difagnan ar vro. Mar hon dije tremenet dre verejo Jozafat an noz, hon dije c’hoaz gwelet loened all hag a zo re d’ar re-man da zibri kik brein ; chakaled, loened mentek ’vel lern, a blij d’ê mont an noz da zizouari ar c’horfo maro. Skrijal a reont neuze ’n eun doare spontuz. Ha koulskoude ec’h int aonek, ha na valeont ket nemeur war an de : unan hepken a zo digoueet d’in gwelet epad ma beaj.

Mes abred e kollomp ar wel euz al *lazdi, rag breman eo plen an hent, hag en despet d’ar *skoaselio, a zo stank ho don, ec’h eomp kaer war rauk.


————


XII


Betani. — Lazar hag e diou c’hoar o tigemer Jezus.


Setu pemzek pe c’hwezek ti, tier divalo, hanter c’holoet gant rec’hier : ec’h omp en Betani. An Arabed a ro d’ar geriaden-man an hano a El-Azarieh, eun hano