Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/227

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 209 —

mani, an em gav en traou, e kichen *froud ar Sedron, Mes ’c’han d’em-berr na bozfomp ket eno. Delc’hel a reomp gant hon hent a ra breman eur pleg ’vit trei mene ar Gwe Oliv.

War hon dorn mad ’leiz a verejo, ac’h a war-*zinaou ’trezek traouien Jozafat. Pelloc’h, er memez tu, eun draouien all donoc’h ha moanoc’h. Dre-holl enni douar meinek, douar noaz. Gween e-bed, na ti e-bed, nemet unan a zo neve-flamm, ha n’eo ket hanval ouz tier ar vro.

Goulen aoalc’h a rafemp digant eun Arab a drizek pe bevarzek ’la, a zo o paouez pignat war lost hon c’hariolen, petra eo an ti-ze. Mes hini ’bed ac’hanomp na ouve e *yez, hag heñ n’ouve ket hon hini.

« N’euz forz, emeon, gwelomp bepred. » Ha me, an em gave a-dal d’ean, da ziskoel d’ean, ’n eur *wignal gant ma biz ha gant ma fenn, e fell d’in gout petra a rer ’barz al loch mein a zo neve zavet duont, ’krab an taroz. Kenkent (aman eo dihun ar vugale) e tremen hon fautrik daou viz dindan e gorzailhen ’vit diskoel penauz e troc’hfer ’nei gant eur gontel. Chom a reomp batet o sellet ’nean hag oc’h en em zellet an eil egile ; n’omp ket ’vit gout petore *mennoz a zo dindan e wign. Hag heñ oc’h ober eur gwign all : daou viz ’n e c’heno ’n eur ober sin da zibri. Deut eo ar wech-man e daul da vad, « Eul *lazdi michans, emeomp, al lazdi e teu kigerien kær ennan da ziskar o deñved, o loueo, hag o zaout. »

Kazi ’vit rei tu d’hon c’hreden, en em ziskoue d’imp *guped a liou louet o nijal ’vel pikolo sparfeled a-uz