Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/222

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 204 —


IX


Kouent an Armeniaded. — En kambr ar Studierien : bec’h d’ar gallek !


Mont a reomp ’ta endro dioustu, ha gant *herr ; ec’h a da vean 10 heur hanter, ha c’hoas hon deuz da welet, arauk distrei d’ar gær, manati Armeniiz.

’N em gavout a reomp outan goude bean treuzet, dre zindan eun nor uhel, dor Sion, ar mogerio a ra eur gouriz da gær.

Kalz a zouar a zo dindanan ha na gav ket d’in e vefe brasoc’h manati en Jeruzalem. E iliz a zo savet ’læc’h ma oa bet dibennet sant Jakez, breur sant Yan an Avieler, ha c’hoas eman e relego an Kompostel[1], ha c’hoas eo enoret en meur a iliz hag a chapel euz a Vreiz-Izel.

Mont a reomp ive da welet ar *mirdi, ’læc’h ma virer a viliero skrijo, skeudenno, mein, hag a zigas sonj euz an amzer dremenet. Mes ankouaet am euz petore treo a weliz eno : nebeud e *tereent ouzin. ’Pez na ankouain birviken, avad, eo ar gampr-studi e tremenomp enni ’n eur vont d’ar *mirdi : daou-ugent skolaer, krennarded ha tud yaouank, a zo azeet eno ouz taulio labour, darn o skrivan, darn o *linenni, ha darn o lenn. O vean ma

tremenomp ’n o mesk, ec’h eo æz d’imp gwelet petra a

  1. Eur gær euz ar Spagn.