Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 205 —

ra pep-hini. Ha na ya drouk e-bed enne pa deuomp da hasten hon fri ’uz d’o labour, Fent o deuz zoken ar re anê an euz levrio armeniad dirake, o welet anomp o souz raktal : n’omp ket ’vit lenn eul lizeren euz o *yez. Ha ni da vousc’hoarzi wardro gante. Koulskoude e tlefemp *damruian gant ar vez. Rag int o deuz anoudegez euz ar gallek. Teul a ran ple d’unan anê a zisk eur gentel en « Télémaque » ha d’eun all a studi eur « grammaire française ». Vad a ra d’hon c’halono a Fransizien gwelet kement-se ; n’eo ket eta c’hoaz maro-mik dre-aman an istim ’vit hon bro garet, daoust pegen nebeud, aboue daou pe dri bla ’zo, e ro ar gouarnamant skoazel d’ar relijiused a labour aman ’vit magan ha kreski anei, daoust pegement zoken e klask lemel kalon digante, ’n eur oaskan ’nê e pep sort stum en o mamm-vro.

A drugare Doue, n’eo ket c’hoaz peurdispennet o labour. N’int ket dare kennebeut da zigalonekât : rak gwel a reont na gollont ket o amzer nag o foan. Kement o deuz græt al leaned katolik o tiski ar gallek d’an Arabed yaouank aboue daou-ugent ’la ’zo, ken eo deut aman ar c’hiz d’hen diski, daoust ha na ver ket katolik : na dremener ken ’vit eun den a zoare, mar n’ouveer ket eun tamm gallek.

Setu perak e ve disket yez Frans d’ar gloareged armeniad e ver en sell d’ober gante beleien divezatoc’h. Int eo hon deuz gwelet en kampr-studi ar c’hloerdi, dirak al levrio gallek.

Kement a stad a zo ennomp, ken e reomp hon gourc’hemenno, ’rauk kimiadi, ha d’ê ha d’o mestr-skol.

6*