me c’hei da gâd an Tad Smith, a zo deuz ma Urz, hag a rei d’ean da bigelo. » Trec’h omp ar wech-man ; digeri a rer d’imp ha ni ebarz.
Fe vad, ’pez a zo da weled aman na dalv ket eur c’hrog ken stard hag an hini ac’h omp o paouez ober. Toullo græt en douar du-man ha du-ont evit dizolo eur pilher bennak ’euz iliz goz ar Senakl, a dape beteg aman, setu ’pez a zo dindan hon daoulagad. Mes hon speret en em doug triouæc’h kant hanter kant vla a-dre, hag a wel ti an avieler sant Yan. Aman e oa ; ennan ’ræ an abostol e chomaj pa deue euz Ephez da Jeruzalem, hag ennan e teuaz an Itron Varia, e Vamm hag hon hini, da vervel, pe gentoc’h d’ober he c’houskaden divezan. Ya, ’vel eur c’housk eo bet ar maro ’viti, pan eo gwir tri de goude, dre eur burzud a garante Doue, ec’h adkrogaz da vevan, hag e savaz d’an neñvo, douget gant an æle. N’eo ket aman, ’vit-se, e tigoueaz ar burzud-ze : douaret e oa bet ar c’horf sakr er penn kroec’h euz traouien Jozafat, nez da liorz Jetsemani. Unan euz an deio-man ec’h efomp beteg eno.