Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/220

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 202 —

gant pautr a-rauk ar strollad kentan, e oa bet digoret frank an nor houarn d’ean ha d’e dud. Mes a-boan e oant deut e-mæz, setu alc’houeed an nor, — ha da vad, e krede ar porjer koz.

An eil strollad a oa hon hini. « Tok ! Tok ! » Kenkent en em asten a-dreist d’ar voger penn eun den arru war an noad. « Eur garten, mar plij, emean, a-beurz an Tad Smith : karten ebed, digor ebed. » — hola herri ! e respont en arabek hon fautr-arauk, me ’lar d’id[1] ec’h efomp ebarz. Ar garten a zo bet roet d’id gant ar strollad kentan a dalve kenkoulz evidomp. Digor ’ta, ma fautr, ha prim. » Eun hij penn da laret nan, gant eur mouzc’hoarz goapaüz, na ra netra ken an hini koz. Delc’hel a reont da drailhan arabek c’hoaz eur pennadik. Mes ni a gav hir an amzer o c’hortoz. Ar re yaouank dreist-holl eo krog o goad da virvi. Tri pe bevar anê en em glev evit sevel an eil war diouskoa egile : « Hip ! Hip ! » ha setu an hini skanvan krapet war lein ar voger. Dont a ra ar porjer d’e gæ ’vit hen argas. Mes ’benn eo arru ’n e gichen, e zo pignet daou grennard all en tu all, gant diou skoul-skoaio.

Ar re-man ac’h asten dorn da re all, ha setu tremenet c’houæc’h pe zeiz. Mes an darn vuian ac’hanomp n’int ket ’vit ober evelte. Hag ar pautr koz a ra bepred e benn kaled. Kaer ’n euz hon ambrouger displegan d’ean hon doare, kaer ’n euz kava pe gard ar voskeen parlanti gantan evit esaat hon diluian, digor e-bed. « Neal, ma

fautr, a lar d’ean neuze eun Tad Fransiskan a oa ganimp,

  1. Er vro-man, e komzer bepred dre te.