santel bennak evit rei troad da c’halloud e rouantelez. Kalz euz e zujidi a zo katolik, hag heñ, elæc’h ober brezel d’o relijion, a felle d’ean lakat ’nei da vean bevoc’h ha da grenvaat. War e *venno (hag e venno ’zo gwir), seulvui e servijer gwelloc’h an Autro Doue, seulvui ive e ve brasoc’h an doujans e-keñver lezenno an dud. ’Vit tennan ’ta da Jeruzalem katoliked an Allemagn ha kriski dre ze o devosion, an euz bet kemeret Logel an Dremenvan. Eur voger ’n euz græt sevel endro d’ei da c’hortoz ma savo enni eur gær a iliz. Dizervijet e vo gant relijiused allemaned euz a urz sant Beneat. Da gentan ’nefoa kinniget an impalaer an enor-ze da Fransiskaned ginidik ive euz e vro, gant m’o dije kemeret e drapo ’vit stignan ’nean ouz o zi. Ar re-man na c’houljont ket ze, ’balamour drapo Frans eo drapo an holl gatoliked euz ar Syri, daoust a besort bro e vefent ginidik, ha dreist-holl o drapo-i. A viskoaz e oa bet Frans evite ’vel eur gulatorez hag eun difennerez euz al lealan, ha na c’houlent ket breman en em lakat dindan mantel eur vro all. Neuze e parlantaz an impalaer gant urz sant Beneat, hag e teuaz a-benn d’en em glevet gantan. Bean ’nefo menec’h digantan ’vit e iliz an Dremenvan. Mes, da c’hortoz ma voint arru aman, ec’h eo bet karget an Tad Smith, euz urz Sant Fransez, da dioall al logel.
An Tad dioaller an nefoa roet eur garten, warni e hano, d’unan euz an Tado yaouank ac’h ambroug ar *strollado pelerined en o gweladenno : kredi a ræ e vije aoalc’h anei ’vit digeri d’an holl dor al logel.
Dioustu ma oa bet diskoueet ar garten d’ar porjer