Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 200 —

koulskoude, c’hoant gante da rei eur memez tra da gredi d’an holl, en em glevont evit lakat berr ha berr en eur gentel ’pez a zo da gredi. « Credo in Deum » eo ar girio kentan anei, da laret eo : « Me ’gred en Doue. »

Setu an ebestel ’ta, kwitaet gante Jeruzalem, o vont bep-hini war e du ’vit prezeg an Aviel, Sant Yan, a oa bet roet ar Werc’hez Vari d’ean da vamm gant Jezus war ar c’halvar, a gasaz ’nei davetan, hag a viraz ’nei eur pennad brao en e di, en Ephes, ’læc’h ma oa eskop. Mes distrei a reaz an Itron Varia da Jeruzalem ha mervel a reaz war ar Mene Sion ’kichen ar Senakl, en eun ti an nefoa miret eno sant Yan. Dre eur burzud a vadelez Doue, en em gavaz an ebestel d’ar mare-ze en Jeruzalem, ha dre ze e helljont gwelet o Mamm zantel en he zremenvan.

N’omp ket ’vit pellaat euz ar Sion hep gwelet al læc’h ma varvaz ennan hon Itron, ’Stok eman da voskeen ar Senakl. Al læc’h-ze o dije bet c’hoant Tado an « Assomption » da brenan ’vit sevel eno breman o zelten-iliz, ha divezatoc’h eun iliz d’ar Galon-Zakr. Mes na c’houle an Turked, evit priz ebed, gwerzan ’nean. Koulskoude, er blavez 1898, sultan Konstantinopl ’vit gonid graso mad Gwillo an Eil, impalaer yaouank an Allemagn, a laraz dean kemer logel an Dremenvan, mar nefoa c’hoant. Gwillo ’michans na laraz ket nan, ha, ’vit trugarekaat Abdul-Hamid, a roaz d’ean eur bakchij a 40.000 skoet. O vean ma ’c’h eo protestant, ha na enor ket ar Werc’hez Glorius Vari, e kredfe ’nen aoalc’h na zeree ket outan bean perc’hen da læc’h he zremenvan. Mes heñ na glaske nemet eun dra : kaout aman eul læc’h