Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/217

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 199 —

an ti gantan. Kerkent e weljont evel teodo tan o strinkan a bep tu, hag en em lakat unan war benn ar Werc’hez, hag unan war benn pep-hini anê.

’Setu sklerijennet o spered gant ar fe hag intanet o c’halon gant ar garante. Barrek e oant neuze da brezek an Aviel. Ha hep dale hen diskoejont.

A-boan e oa d’ê bean deut e-mæz euz ar Senakl, ma ’n em lakjont da gomz ouz ar Judevien a oa deut e-leiz da Jeruzalem ’balamour da ouel ar Pentekost. Daoust d’ar re-man da vean euz broio e vije komzet enne *yezo dishenvel, koulskoude e ouie pep-hini petra ’lare ar brezegerien, ’vel pa o dije komzet en yez e vro.

Traoalc’h a oa ze ’vit digeri sperejo meur a judev : tri vil o dud a c’houlennaz ar vadeiant digant sant Per.

Setu ganet an Iliz Zantel, gant sant Per da benn-rener : na n’eo c’hoaz nemet eur c’hreunen, mes dont a rei buhan da zevel, da greski ha da vean eur ween vraz ac’h astenno he barro war ar bed-holl.


————



VIII


Bepred war ar Sion — Park an Dremenvan : da biou ec’h eo ; penauz ec’h er e-barz ; petra ’zo ennan.


’Vit kas dre-holl kelo mad an Aviel ec’h a an ebestel pep-hini war e du goude sul ar Pentekost : arauk