Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/207

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 189 —

an dud laour dalc’hmad en o breinadur. Abalamour da ze, a-beurz ar gouarnamant, ec’h a diou wech ar zun diou leanez euz Urz ar Garante da oalc’hi goulio ar gakoused, ha da gas d’ê dilhad da chanj. N’eo ket avad ar memez re ac’h a bep tro ; anez e c’hallfe al lornez stagan oute, ’vel m’eo bet staget ouz an Tad Damien, a zo neve varo en e gakousiri en bro an Oseani. Eur gwir sant, bet merzeriet gant ar garante ’vit Doue hag e nesan !

Bep pla ive, pac’h arru, da viz mæ, en Jeruzalem pelerinaj ar Binijen, e ve gwelet itronezed ha dimezelled o kas d’an dud laour dilhad neve hag o serviji d’ê eur pred euz ar gwellan. N’am euz ket ezom da laret pegement eo binniget an dud vad-ze gant ar glanvourien baour. Doue, d’e dro, n’ankouao ket ar vad a ve græt gante en e hano : e vennoz a goueo warne er bed all ha ’dalek ar bed-man.

Mar ’me amzer, kent kwitaat Jeruzalem, ec’h in d’ober eun dro betek ar gakousiri, na welan ac’han nemet euz a-bell.


————


V


Stank Siloe : penauz e pareaz Jezus gant dour diouti eun den ganet dall.


Er memez amzer e rin eur bale betek Siloe. Siloe eo ar geriaden a welomp aze *skruset dindan roc’hello,