Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —

Ha nag a boan o de o kerzet ! Mont a ra en dismantr o zreid hag o diouhar. O c’hroc’hen paour, aliez, n’eo nemet eur paste goro. Setu perak ec’h eo ken heusuz o gwelet. Ha setu perak, aboue pemp pla war-nugent ’zo, na lez ket ar gouarnamant ’nê da vale en kær. Boutet ’n euz ’nê ’barz an toull don a zo aze dindan hon daoulagad, ha rei a ra d’ê eun draik bennag vit o harz da vervel. Koulskoude ec’h int c’hoaz ezomek : ar re a c’hell kerzet ac’h a en dro, mes hep mont en kær, ha pa vent distro d’o c’hlanvdi, an abarde, e lodennont gant ar re all ’pez o de dastumet. Ar garante vrasan a ren etreze.

Den na ’c’h a d’o c’hæ nemet ar gristenien katolik. Relijion ar re-man hepken a c’hell rei kalon aoalc’h evit hen ober. Koulskoude an Turked n’int ket ’vit lezel