Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 190 —

eun nebeudik uheloc’h ’vit ar gakousiri. Gwelloc’h avad e weljemp anei, mar vijemp duont ouz troad ar pikolo mogerio a ro harp da Jeruzalem euz an tu-man hag a hanver ’nê mogerio Salomon. Dister aoalc’h eo Siloe, ha na dalvje ket a boan komz anei, panevert he deuz eur pisin pe eul *lenn, e sav ennan dour andon, mareo a ve, goude ar glaveier. Mont a ra buhan da hesk, ’vel ar feunteunio all a gaver dre aman. Hirie ec’h eo nebeut a dra : mes, amzer hon Zalver, pa ’n em astenne izeloc’h kær Jeruzalem, e oa goall *darempreded stank Siloe. Jezuz a reaz c’hoaz, d’he brud vad kriski ’n eur barei, gant dour kemeret diouti, eun den ganet dall. Bean eo ar burzud-man unan euz ar re souezusan a reaz Jezuz, hag unan euz ar re a glaskaz ar muian e enebourien nac’h ha mougan : mes kaer o doe ober endro d’ean