laret kalz o Vretoned, ha ’pez a dalve d’ê meur a wech ober ar fall, ’vite da vean kristenien vad. Pa vent divroet dreist-holl, ha pa bleustront tud dife, neuze int paket da vad gant diaoul ar vez diwir. ’Læc’h bean eur skouer ’vit ar re all, en em gomportont a-wejo, siouaz ! goasoc’h evite. Lezont anon eta da hadlaret ec’h eo o zech fall eur oalen ’vit hon bro. Mes, setu me græt eur brezegen, hep gout d’in, hag æt da Vreiz-Izel ’vit ober ’nei. Distroomp krenn d’ar Mene Sion.
Goude an ofis ec’h eomp dindan eun delten vihanoc’h, savet ’kichen an delten-Iliz, hag eno e kavomp peadra da leinan : kafe tom ha lez tom, mar plij, bet auzet hep oaled na fournoz : tri ven ’vit trebe, eur gauter war c’houre, ha tan dindan. Eul laeraden a lein, kouls laret, ’vel hini Yan Soudard pa ve o tornan bro.
Fe, ni, goude n’hon deuz leo e-bed da dibuni ar beure-man, hon deuz koulskoude meur a dro d’ober, ha na fell ket d’imp koll hon amzer.
Kentan tra ’reomp eo ober eur bale ’barz ar park braz o deuz neve brenet menec’h an « Assomption » : c’hoaz ’zo stag outan eul logel bennak hag e fellfe d’ê kaout ; mes an douar ac’h a bepred aman war geraat, ha n’o deuz ken peadra da bæan prenao-all. A boan o deuz peadra da vevan ’boue int bet argaset eus Bro-c’hall ’balamour d’ar vad a rænt enni.
’Pez a lak enne kement ar c’hoant da gaout aman eun toullad kerden douar, eo emaint en sell da zevel aman divezatoc’h eun iliz vraz en enor da Galon Jezuz, hag eur chapel en enor da daelo sant Per. Aman en em gave gwech-all palez Anna ha Kaif, e vab kaer, an daou arc’h-