belek o defoa ar Judevien, amzer hon Zalver. Dirake e kasaz ar zoudarded Jezuz noz ar yaou umblid, p’o devoa ereet d’ean e zaouarn ’vel d’eun torfetour. Epad ma oa Anna oc’h interroji ’nean en e gampr-varn, e c’hoarveaz er porz eun dro hag a ziskoue d’imp pegen sempl eo an den paour ha pegement an euz da evesaat ’vit na goueo ket ’barz ar pec’het.
Daou diskibl hepken, Per ha Yan, o defoa heuilhet Jezuz betek eno : ar re all o doa kemeret an tec’h, aon gante rak ar Judevien. An daou-man, avad, a zeblante bean *goest da chom dalc’hmad a du gantan, ha Per, dreist-holl. N’euz ket pell, e lare ec’h aje warlerc’h Jezuz na pa vije d’ar maro. E oa zoken o paouez troc’han el liorz ar Gwe Oliv eur skouarn d’unan euz mevelien an arc’hbelek, gant a zrouk a oa ennan e-keñver enebourien e vestr.
’C’hanta ! Per, pac’h eaz tud an arc’hbelek, dre daer gwech, da damall d’ean e oa unan euz diskibien Jezuz, e lavaraz d’ê bep gwech : « Me ? ’mean : biken biken ! « Me hen tou d’ac’h, n’anvean ket zoken an den-ze. »
Goude bean nac’het Jezuz an daerved gwech, e klevaz Per ar c’hilhok o kanan. Kerkent en em envoraz ar gomz an efoa laret Jezuz d’ean : « ’Rauk ma kano ar *c’hilhok, ez tefo nac’het anon taer gwech. » Kerkent ive e tigoueaz da Jezuz tremen, bepred etre daouarn ar vevelien. Hag heñ o trei ’trezek Per ’n eur ober d’ean eur zell glac’haruz. Per a daulaz ple d’ean. Mont a reaz e-mæz, *anoazed, hag a zirollaz da ouelan c’houerf. Bean ’oa neuze peder heur euz ar beure.
Evit en em rei muioc’h d’e geu, en em dennaz ’barz