Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/198

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 180 —


II


Kolisted hep mez. — Lein soudard. — ’Læc’h ma ouelaz sant Per.


Epad an oferen bred hag ar zalud, e talc’her da laret oferenno ouz an auterio vihan an efoa ar veleien war lestr Ar Zilvidigez. N’eo ket kolisted kennebeut, a vank d’ê : ouz pep-hini euz an daouzek auter, e zo daou pe dri grennard pe zoken tud yaouank hag a glask respont an oferen, *helibini gante. Ha respont a reont ’vel m’eo dleet. Ar bautred dre aman eo eun enor evite serviji an oferen, hag a disk hen ober an abretan ma c’hallont. Peadra c’hoaz, kwita ? da lakat kristenien hon bro Breiz da ruian ; nag a hini en o zouez hag e vije fæ gante respont an oferen. Marteze int *abof eun tammik : mes me ’gred ive na c’houlont ket hen ober… dre vez.

Mez direiz, en gwirione. Lezet anon da laret diouti zoken : mez milliget ! Ar vez vil-ze a ve dalc’het ganti aliez ar Vretoned, hag o harz a ra aliez d’ober ar vad. Kent ober an dra-man pe an dra-ont, e ve sellet ha græt e ve gant ar re all, pe na ve ket, ha talveout a rei d’imp meulodi pe goaperez : na ve sellet ’met ouz ze. Bean eo mad an dra-ze, bean eo fall, bean eo herve, pe enep lezen Doue hag ar goustians ? N’euz forz ! « ’Vel ar re all, ha dalc’h-mad ’vel ar re all, — ya, dalc’h-mad, na pac’h afe ar re all d’en em goll. » Setu ’pez a zeblant