deve Kalon Jezuz evidomp, ec’h eo, hep mar e-bed, ar mene Sion, mene ar Senakl.
Stad vraz eta a zo bet en kalono ar belerined pa o deuz kleved laret gant an Tad Leopold, goude an Aviel, ha gant an Tad Bailly, goude an oferen, e zo c’hoant da zevel aman eun iliz en enor d’ar Galon Zakr. Evit enori Kalon Jezuz, ha ’vit goestlan d’ei hon bro ec’h omp deut aman, ni pautred Frans, ar blavez kentan euz an ugentved kantved.
« Herve ’pez a lennomp en histor, ’me an Tad Leopold, Janed Ark, goude bean lemet digant ar Zauzon rouantelez Frans, a rentaz ’nei d’e ferc’hen, ar roue Charlez VII, mes ’n eur laret d’ean : « Autro jentil, c’hwel aze ho rouantelez a roan d’ac’h a-beurz Doue. Mes penegwir eo Frans ho tra, e pedan anoc’h breman da hadrei ’nei d’in-me. — Na d’ober petra ? ’me ar roue. — Roet ’nei d’in bepred : bremazonn e welfet. » Ober a reaz Charlez c’hoant Janed. Ha homan dioustu da daoulinan ha da laret a vouez uhel : « Jezus-Krist, ma Autro, rei a ran d’ac’h bro Frans. » Pep-hini ac’hanoc’h, pelerined ker, a fell d’ean laret aman hirie ar c’homzo-ze : Jezus-Krist, ma Autro, rei a ran d’ac’h ma bro Frans. »