Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 174 —

Euz dre-holl en em dennont aman : setu perak, en o sinagogen, e welomp war o fenn toko a bep sort giz. Ni a vir ive hon zoko, hag a dremen ekreiz ar pankcho hag ar skabello hep na lavar den netra d’imp. Pep-hini eman o zaoulagad war e levr ; gwech ha gwech all koulskoude e rer d’imp eur zell dizeblant. Delc’hel a rer da bedi en-dro d’imp, ’vel pa na vijemp ket aman. Lenn a vouez uhel, huchal, hirvoudi a rer, pep-hini ’vel ma kar : eun ’dourni ’zo gante, sort n’am euz klevet gwech e-bed. Ar penno ive na baouezont ket da finval : sevel ha disken a reont ha wardro gante e pleg hag e tispleg an hanter euz ar c’horf : larout a rafe ’nen *merc’hodenno a dalc’her da jachan warne gant eun neuden ’vit o delc’hel da finval.

Fentuz eo eta gwelet ha klevet ar Judevien o pedi en o sinagogen. Koulskoude e tremen d’in ar c’hoant da c’hoarzi pa glevan eur vouez reiz, ha danve enni, o tistonan a-dreist d’ar re-all : bean eo hini eur c’haer a den koz, a zo æt gant eur vantel wenn da ganan dirak eun armel zakr an em gav er penn pellan euz ar zal, hag a virer enni leverio koz al Lezen. Eilan ’ra e-unan an doktor koz gant ar re-all evit kanan eur psalm. Mes tevel a ra heb dale, hag ar safar da hadkrigi. Arc’hoaz, de ar sabat, e vo pedet aman adarre gant ar memez trouz. Me ’gred zoken eo an daou c’hir-ze, sabat ha safar, kindirvi gompez pe breuder, mar n’int ket ar memez gir. Gant kement a drouz hag a dizurz e ped ar Judevien de ar sabat, ken e ve roet hano o de peden da gement trouz vraz a glever.


————