Terri hon fenn d’imp a ra ar Judevien. Hep keu eta ec’h eomp e-mæz euz o sinagogen. Petra bennak eo tremen koulz d’imp distrei d’ar gær. Ouspenn c’houæc’h heur hanter eo : æt eo an heol da guzan, ha kaset ’n euz gantan an domder vraz ; deut eo an noz ’n eun taul, ha ganti amzer fresk ha terziennuz evidomp-ni. Ouspenn ze, n’eo ket diriskl bale dre ruio Jeruzalem goude serr-noz, dreist-holl en karter ar Judevien. Setu perak (marvad e zo bet eun *enkleo etre renerien ar pelerinaj ha renerien kær), setu perak e kavomp war dreuzo ar sinagogen eun ofiser euz ar polis turk, an em lak da gerzet en hon rauk. Goaz breman da neb a drofe ’n e benn noazout ouzimp ! N’eo ket stank ar goloio a ziskoue d’imp hon hent, ha na roont ket kalz muioc’h a sklerijen evit golo lutik. Koulskoude hon deuz ezom da welet ’pelæc’h e kerzomp. Mar na dioallomp ket, e lakfomp hon zreid war ar bernio *fagn e ver krog da deurel war ar ru ’vit bean liped gant ar chas. Dija eo stag ar re-man gant o friko : troieta ’reont, ha c’houesa, ha ’n em deurel etre diouhar an dremenerien. Mes ’benn eun nebeudik