ec’h eomp enni he deuz en e fevar c’hoste ar memez hed, pemzek metr pe war-dro. Er c’hreiz, savet war dreustelio, e zo eun daul goloet a leverio, en-dro d’ei pemp pe c’houæc’h den arru war an noad : me *gred eo ar re-man ar rabined pe doktored al Lezen. Ar Judevien (pautred hebken ec’h int) a zo eun tamm dre-holl, darn en o zav, darn en o c’hoaze ; hini ’bed anê na zo diskabel : bonnedo ’zo gante, pe zoken toko ; rag meur a hini a zo gwisket e giz an Europ. Euz a bep seurt bro ec’h int. ’Vit laret ar virione, n’o deuz, ha na garont bro e-bed ’vel ma karomp ni Frans hon bro, ha Breiz hon broik. ’Vit diskoel ar garante-ze ec’h omp *goest ni da rei hon mado, hon foan ha beteg hon bue. Na c’houlet ket, avad, kement-se digant ar Judevien. Forz ’zo d’ê pelæc’h bean, gant ma refont arc’hant ?
Koulskoude e seblantont kaout breman c’hoant d’en em vodan en Jeruzalem hag en Douar Santel : mar dalc’h o *niver da griski, e c’hallfent bean trec’h, hep dale, da Vuzulmiz.