en o zouez ha mont ma-unan betek penn an hent dall ec’h int bodet ennan. N’on ket ’vit lemel euz ma speret ’pez o deuz græt ’boue naontek kant ’la ’vit goaskan Jezus-Krist hag ar gristenien, ha ’vel santout a ran, er mare-man, yen o c’hontel en em c’hein. Mar o deuz kement o zrouk ouz eur « Goim » (an hano-ze a roont d’ar c’hristen), pegen kazuz na dle ket bean ’vite belek an Hini o deuz krusifiet !
Ya, lampet ’ra, kouls laret, ma c’halon en em c’hreiz, daoust n’on ket ma-unan, ha daoust d’imp da vean difennet gant pautred ar polis turk.
Eun dizamm eo ’vit ma c’halon pellat euz al lec’h-man. ’C’hanta, koulskoude, ’pez a chom enni da divezan, eo an drue ’vit ar Judevien. Malloz an Au. Doue ’zo warne. Kazet int dre-holl ’balamour d’an drouk a reont hag a glaskont ober d’ar gristenien. Goaz d’ar broio a dapont o c’hrenv warne, ’vel m’o d’euz græt siouaz ! war hon bro Frans. Mes goaz ive d’ê o-unan ! An hini a reont brezel d’ean a zo Doue, hag a dalc’ho da bouezan warne gant e vræc’h ponner.
Ha na refont nemet pæan o dle, pe da vihanan dle o zado. Pa c’houlennaz ar re-man digant Pilat ar maro ’vit Jezus, ha pa glevjont ar barner o laret na c’houle ket bean penn-*abek da varo eun den just, e larjont holl d’ean, a vouez huel : « Ra goueo e oad warnomp ha war hon bugale ! »
Epad eman ma speret gant se, e treuzan gant ma *strollad karter ar Judevien. Goude bean gwelet ’nê o ouelan dindan o moger, e fell d’imp gwelet ’nê o pedi en o sinagogen. An hano-ze a roer d’o zi-peden. An hini