Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/189

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 171 —

re all, goall eüruz da virviken. Re ’m euz lavaret pa ’m euz lavaret « da virviken. » Na fell d’ar Judevien nemet digeri o daoulagad d’ar wirione, nemet ansav eo Jezus o Messi, ha setu achu o anken. Bean ’zo unan bennak anê hag en em ra kristen breman : mes n’efont ket holl a du gant Jezuz, ken ’vo arru tost da fin ar bed.

Du c’hortoz, pa deu ’vite de ar beden, ha gantan sonj euz an Au. Doue, e teu o speret da vean ankeniet, o c’halon da vean mantret gant ar glac’har, hag an daelo, daelo c’houerf, da gouean euz o daoulagad. Ya, daelo c’houerf, da vihanan mar gint glac’haret ’vel ma tiskoueont bean. A-vejo, pa vent dirak o moger, e skoont o zal a-*ratoz-kaer war ar vein, ’vit kaout poan ennan ha lakat an dour da redek puilhoc’h war o jodo. Poan a ra d’imp o gwelet ha n’omp ket ’vit mirout da gaout true oute, o sonjal pegen ponner e pouez warne hag e pouezo c’hoaz warne dorn an Autro Doue.


————


VII


Perag e zo kas ouz a Judevien. — Diabarz eur sinagogen.


Koulskoude ’zo drouk ennomp o welet Judevien all a zav a-wejo o daoulagad diwar o lever evit ober d’imp sello ’dreuz. Evidon-me, birviken n’am ije kredet tremen