Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/186

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 168 —


VI


Moger an daelo : goueladek ar Judevien.


Ar belerined ac’h a breman, ar peurvuian, eün da Voger an daelo. Rak ec’h omp er Gwener d’abarde, ha ’benn ar c’houlz-man eo krog ar Judevien da vont da ouelan ouz moger an daelo. War homan a larer e oa harpet, gwech-all, euz tu ar c’huz-heol, kompezen an Templ. Arc’hoaz eo ar zadorn, an de santel a ra ar Judevien anean ar Sabat. Mes ’dalek abarde an de ’rauk, ec’h eont da gæ ar voger da bedi, ha ’dalek neuze ive, e ve kemeret gante o dilhad kaer ha klozed ar bazaro, stalio hir a gemer a-wejo hed eur ru pe diou.

Ha bazar e-bed na zigoro arc’hoaz e-*trande. Goaz d’ar groage n’o deuz ket *danzeet ’rauk breman peadra da vagan o zud epad eun devez hanter.

Setu eur gentel roet d’imp gant hon enebourien : rak ar Judevien o deuz bet enebet a-viskoaz hag a enebo betek an deio divezan euz ar bed eneb ar gristenien. Da c’hortoz, e tleomp (ha kement-man ’zo eur vez evidomp) diski digante mirout penn da benn ha santelaat ar zul, de santel an Autro Doue.

Int endeün en em gemer abred, penegwir eo ’vit pedi, ec’h eont ar gwener d’abarde d’ar oueladek. Petra bennak kement peden a reont o zo hirvouduz. Na baouezont kammed d’en em glemm war o stad. N’o devoa