Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 169 —

nemet eun templ, hini Jeruzalem, ha, ’boue ar blavez 70, ec’h eo bet distrujet gant ar Romaned. N’euz ket zoken chomet dioutan eur men war eur men, ’vel m’hen doa laret Jezus en sunvez e basion. Goasoc’h o zo c’hoaz. ’Boue ar blavez 638 n’hall ken ar Judevien mont da gæ ar mene Moriah, ’læc’h ma oa gwech-all o zempl. Ar bla-ze e teuaz ar c’halif Omar, unan euz an dud a vrezel a laboure ’vit relijion Vahomed, d’ober e beden war veg ar mene sakr. Traoalc’h a oa ze ’vit santelaat ar roc’hel. Eun nebeud goude, e oe savet eno eur voskeen, ha difennet da neb na oa ket muzulmad lakat e droad war ar *gompezen ledan a oa endro d’ei. Hirie eo c’hoaz kont ’vel ma oa neuze, nemet e c’hell ar gristenien, gant rei eur bakchij d’ar garded, mont d’ober eur bale war ar gompezen. Ar Judevien, int, n’hallont mont eno ’vit priz e-bed. Arabad e oa d’ê zoken, n’euz ket c’hoaz ’keit-se, tostaat d’ar voger goz hag uhel, græt gant mein braz, ec’h eo harpet warni al leuren zakr. Breman, ’vel kent, o deuz *autre da vont ’kichen ar voger-ze da bedi, — ha da ouelan.

Emaint eno, ’vit an abarde, eun daou c’hant pautr bennag ; peder pe bemp plac’h hepken. Eun nebeudig anê a zo azeet. Ar re all a chom ’n o zav, o fenn troet kazi dalc’hmad ’trezeg ar voger. Mes na reont nemet finval ar penn-ze, ’vel pa vijent hep *ehan o vonjouri. Goud ouzont morvad dre envor ar pedenno a zeblantont lenn el lever a dalc’hont en o daouarn. Larout a reont o vouez uhel ’pez a gane ar profet Jeremi en e hirvoudo, ha ’pez a gane ar profet David er psalm 79 diwar-benn ar reuzio a dlee kouean war Jeruzalem ha war an Templ.

5*