Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/185

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 167 —

gant hon c’hroazio hag evelse ec’h achuomp hent ar Groaz vel ma ve græt dre ar ruio en Jeruzalem.

N’am euz ket ezom da laret hon deuz goneed, ’n eur ober ’nean, induljanso braz. Kement ’zo anê ken na c’houl ket an Iliz Zantel e vent nivered.

Ac’hanta ! kement all a zo da c’honid pa heuilher a spered ha gant fe an Hent glac’haruz, ’n eur bedi dirak ar pevarzek taulen a weler en hon ilizo.

’Vit hon zikour da bedi ervad n’euz ket eul levrik hag a dalvefe muioc’h *eget Hent ar Groaz[1] an autro Kerjean. Neb a fell d’ean, e tuont da ze, gouzout piz penauz e kemeraz lod an Itron Varia en poanio he Mab divin, a gavo e *vennad en Mis Mari ar C’halvar[2] , skrivet gant ar memez *auzer.


————
  1. E ti Salaün, Kemper.
  2. E ti Intanvez Tourmen, Brest.