tigoraz e c’heno, ispisial ’vit rei o fardon d’e vourevien, e varadoz d’al laer mad, e Vamm da zant Yan ha d’imp, hag e ine d’e Dad. Neuze e lezaz e benn dont war e goste, hag e lauskaz e huanaden divezan.
’Vit envori ’pez a c’hoarveaz gant Jezus kent, epad ha goude e basion, da laret eo, ’vit ober ar pemp poz divezan euz hent ar Groaz, eo red d’imp mont diabarz iliz ar Be Santel, penegwir, e-tuont d’ar Be, eman enni ar mene Kalvar.
Ober ’reomp eun dro dre diou pe daer ru, ha da daer heur hanter, ec’h arruomp war leur-rauk an iliz. N’eo ket achu, ’vit-se, ar prosision a ra bemde Sant-Fransesiz en diabarz, d’ar mare-man. Red d’imp eta gortoz eun nebeudik. Mes na gollomp ket hon amzer. Epad mac’h omp en hon zav, bodet endro d’hon c’hroajo, e ple ganimp eur fotograf. Pignet war leur doen ar mouster gresian, ec’h asten warnomp holl lagad gwer e venvek, ha setu ni skeudennet. Kemer a ra, war ar marc’had, ar venec’h gresian hag an Arabed a zo deut aman da zevel o fri.
’Benn breman eo achu ofis ar Fransiskaned, ha ni en iliz dioustu. Eur pennad brao e chomomp war ar mene Kalvar : rak pevar boz a zo d’ober eno, penegwir eno eo bet diwisket Jezus, staget ouz ar groaz, skoet warni gant ar maro, ha diskennet diouti ’vit bean laket ouz treid e Vamm. Peder brezegen ive e klevomp war ar c’halvar, prezegenno a lak an dour da dont war hon daoulagad. Mes eun dra ’nije c’hoaz græt vad d’am c’halon : klevet kanan gant holl Vretoned ar pelerinaj eur poz bennag euz ar c’hantik kaer a zo bet savet en bre-