Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/182

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 164 —

Ouspenn unan ane, marvad, a welaz, daou-ugent ’la goude, komzo Jezus o tont da wir.

Setu aze danve ar brezegen a rer d’imp epad an eizved poz. Mes n’hallomp ket he c’hlevet ’læc’h ma tigoueaz kement-se. Al læc’h-ze en em gav diabarz mouster Koftiz, n’hallomp ket tremen drezan gant hon frosision. A dal d’e dor, a zo a gle d’imp, e reomp eta hon foz. Memez tra a digoue ganimp evit an naved, a renkomp ober eun tammik pelloc’h war ar ru. ’Pez a enoromp ennan eo taerved koueaden Jezus, a stouaz d’an douar, stonket gant an anken, pa welaz dirakan ar mene Kalvar.

’Benn neuze e c’helle bean kreiste. Eun hanter heur bennag a oa bet laket da bleustri ar c’houæc’h kant metr an euz a hed an hent glac’haruz.

Prestik goude e oa kroaz Jezus en he zav war ar C’halvar hag heñ stag outi. Diou groaz all a oa ’n e gichen, eul laer war bep-hini anê.

Bevan a reaz c’hoaz eno epad taer heur, taer heur a boanio kri ’vit e gorf ha ’vit e spered. Seiz gwech e