Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 163 —

gave an tu all da dor Damas. Bourevien Jezuz hen gopraaz ’vit ma roje dorn d’ean da dougen e groaz. Hep mar e-bed, poan vraz an ije bet ar paour kæz o vont ganti pelloc’h e-unan : rak, kollet gantan eur bern goad ’boue ar skourjeadek, e oa deut da vean dinerz. Ouspenn ze, an hent, adalek aman, a groge d’ar c’houls-ze da zevel, kalz muioc’h c’hoaz ’vit na ra hirie.

Diveran a ræ euz tal Jezus c’houezour ha goad war eun dro, pa dremenaz dirak ti eur wrek zantel, Veronikan, a oa ouz e c’hedal war dreujo he dor. Ha homan, dioustu, goneet gant an drue, o vont d’e gæ, hag o tremen eul lien gwenn war e dal evit hen dizec’han. O tra burzuduz ! kemer a reaz al lien skeuden *dremm zantel Mab Den. Miret eo c’hoaz hirie en iliz Sant-Per ar Vatikan, elæc’h am euz-an gwelet. Diwarnan e ve livet skeudenno an *Dremm Zakr, ac’h enorer e meur a iliz.

En santez Veronikan hag er pez a reaz, e sonjomp ’n eur ober ar c’houæc’hved poz euz an Hent santel.

Ar zeizved a reomp læc’h ma koueaz Jezuz dindan e zamm evit an eil tro : arru e oa ouz dor ar Justis, hag ec’h æ da dremen dindani ’vit mont e-mæz ar gær (al læc’h-man a zo hirie en kalon kær).

Hadkavet gantan e dreid, en em lakaz adarre da stlejal e zamm. Mes a boan en devoa tremenet dor kær, ma welaz eun toullad groage, d’ê *dremmo glac’haret, daoulagad karget a daelo ha mouejo hirvouduz. « Na ouelit ket warnon, merc’hed Jeruzalem, eme Jezus. Gouelet kentoc’h warnoc’h hoc’h-unan ha war ho pugale. » Hag er memez amzer e tiskleriaz d’ê pebez reuzio heuzuz a dlee, ’barz nebeud amzer, kouean war o bro.