Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 162 —

domp hirie, ’vit pedi wardro ganimp, leaned ha leanezed euz a gement Urz a zo en Jeruzalem, hag ive beleien Grek-Unaned.

Kalz a belerined a doug etre o diouvræc’h kroazigo koat, a gasfont gante d’ar gær. Bean ’zo endeün eur *strollad hag a doug eur groaz krenn war ar skoa : strollad Belgiz, a zo anê seiz pe eiz.

Goude an eil poz, e refomp seiz all en ruio Jeruzalem.

An dried a reomp eun nebeudig goude bean tremenet dindan *goarek an Ecce Homo. Hirie c’hoaz e zo aman *dinaou gant an hent, goude ma klaskaz ar Romaned kompezi anean gant bep sort atrejo. Dre aman e tremene traouiennik an Tiropeon, a ræ an disparti etre an Templ ha krec’hien ar Golgota. Ken sonn e oa aman ar c’hra, ma koueaz Jezus gant e groaz ’n eur disken anean.

C’hwel breman, e traou ar c’hra, war hon dorn kle, eur vanel a deu euz a du al leuren-zakr. E-keñver al læc’h-man e koueaz lagad Jezus war e Vamm, a oa deut, harpet war bræc’h a Vadelen, ha war hini sant Yan, ’vit heuilh anean betek ar c’halvar. Semplan, ’vit-se, a reaz an Itron Varia ; ken mac’het e oa hec’h ene paour gant ar glac’har ! Eur chapelik savet aman gant ar gristenien gentan, chapel ar Zempladen, he deuz talveet d’imp gouzout pelæc’h e kavaz Jezus e Vamm, ha pelæc’h, dre ze, e tleer ober ar bevared poz euz Hent ar Groaz. Ar chapel-ze a zo breman, ’vel m’hon deuz laret, etre daouarn an Armeniaded katolik.

Ar bemped poz a reomp ’læc’h ma krogaz Simon a Siren en kroaz Jezus, evit sikour n’ean d’he dougen. O tistrei d’ar gær e oa, bet o labourat en e bark, an em