Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 161 —

kroaz hon Zalver. Evuruz ive an diou iliz a vo plantet an diou c’hroaz-man en o c’hichen, hini an Itron Varia Barmeni, en eskopti Soisson, ha hini an Itron Varia Loz, en eskopti Grenobl ! En kalon ar belerined a deuio da daoulinan ouz o jijen, e lakfont da deneraat ar garante e-kenver an Doue krusifiet ! Neb a zo bet en Santez-Anna-Wened, hag an euz pedet dirag ar groaz a zo bet plantet, ar pevarzek ’la ’zo bennag, e-kreiz *klastr ar C’hloerdi, n’am dislaro ket : gant kalon, a dra zur, an euz pedet ouz ar groaz-ze, o sonjal ec’h eo bet treuzet kær Jeruzalem ganti ’vel gant hini Jezus.

’Benn daou pe dri bla aman, mar deu an An. Neumager da gaout e vennad, e c’hello eun *hevelep evurusted bean tanvaet en kær Wengamp gant pelerined an Itron Varia Wir-Zikour.

Kaout a reomp hon diou c’hroaz en o gourve ouz kouent an Itron Varia Sion. Mes ’vit ober ar poz kentan ec’h eomp eun nebeudik pelloc’h, beteg ar c’hazern a zo savet ’læc’h ma oa bet kondaonet hon Zalver d’ar maro. Ha mont ’reomp beteg en he forz : eno e prezeger d’imp, eno e pedomp hag e kanomp, ’vel pa ne vijemp ket dirak ar zoudarded Turk. Petra bennag o deuz holl neu vad hag e seblantont holl bean evuruz o welet anomp en o zouez.

Adalek an eil poz, a reomp kent arruout ouz kouent an Ecce Homo, e kemer pautred ar c’hroajo o zamm. Eno eo e kemeraz Jezus e hini. Adalek neuze ive en em lak ar belerined war diou regen. Mes hiroc’h eo hirie hon frosision ’vit an hini a rejomp demerc’her, ’n eur vont ar wech kentan d’ar Be Santel : rak deut ’zo dave-