d’ean bean sellet ’vel eun den a zoare, Setu perag an Au. Konsul hag an autrone all a zo gantan o pleal gant mad ar Fransizien, en em gomport, ’keit ma vent aman, ’vel kristenien vad. Ha laret, memez tra, na gredfent ket marteze, mar vijent en Frans, ober kement all, gant aon da zisplijout d’o mestro ! Koulskoude Doue, o Zad, a zo dre-holl, hag a fell d’ean bean servijet dre-holl !
Mes ’n em ankouât a ran da gomz d’am lennerien deuz treo a zo evite, ’vel evidon, eur ran galon. Goulen a ran o fardon digante, ha, ’vit hen kaout ezetoc’h, e larin d’ê penauz parean ar gouli am euz græt en o c’hreiz : n’o deuz nemet pedi ’vit Frans ha dreist-holl ober hent ar groaz eviti.
Pedi ’vit Frans a ra an holl belerined, pa gerzont dre an hent an euz bet kerzet Jezus drezan gant e groaz. O selaou an Tad Dominik, euz urz sant Fransez, a brezek d’ê en peb poz, e teu o feden da vean c’hoaz muioc’h kalonek. Goude ar brezegen, e taouliner hag e peder a vouez uhel. Ar beden-ze, ma tenera o ineo d’an holl, a galeta o skoa pe o chouk d’ar re a doug ar c’hroajo : ponner eo o zamm, ha koulskoude hen kavont skanv o sonjal e reont pinijen evit pec’hejo Frans, o mamm garet. Gant eur galon laouen e rofent, n’eo ket hepken o foan, mes o bue, mar gallfe ze talvout d’o breudeur dianket distrei da vad daved Doue, o Zad an neñvo.
O c’hroajo eo ar re a zo bet binniget war hon lestr ’rauk kwitât Marseilh. Eun enor braz ’oa bet græt d’ê neuze : mes brasoc’h eo an hini a rer d’ê breman ; santelaat a reont c’hoaz o tremen ’læc’h he deuz tremenet