diou groaz koat, unan war skoaio eur *strollad beleien, eben war skoaio eur stollad laiked. N’euz nemet ugent vla aboue e c’heller dougen anê : ken kazuz eo ar Groaz evit Mahometiz ! Er bla 1882 e oa bet douget an hini gentan gant ar belerined ; arabad, avad, prezek er ruio. Ar bla war-lerc’h e felle d’ar pacha harz an Tad Bailly d’ober gant e dud hent ar groaz. Petra ’reaz neuze *kannad Bro-C’hall, nemet mont da delc’hel penn d’ean, war digare kauzeal diwar-benn treo a bouez ha mirout outan da deurel ple ouz ar pez e oad oc’h ober. E-keit se, e oa bet peurbleustret an hent santel ha græt pevarzek prezegen. Aboue ’n euz gallet bep pla ar belerined kaout o c’hoant ha biskoaz dizurz na zo c’hoarveet. Gwir eo e vent ambrouget gant polised Turk. N’euz ezom anê, avad, nemed evit digeri an hent dre ar ruio a zo enk ha pleustret. Gwech e-bed na youc’haden, nag ardo fæuz euz a beurz Mahometiz. Rei a reont frankiz da bep-hini da heuilh e relijion ’vel ma kar. Eun dra hepken a zisplij d’ê war ar poent-man : gwelet tud ha na ziskoueont bean euz relijion e-bed. N’eo ket evit laret e vefe gwell ganin bevan ’n o zouez evit bevan etouez ma c’henvroiz ; nan ! N’on ket, avad, evit harz da vean glac’haret o sonjal n’hall ket ar gatoliked, en Bro-Franz, heuilh o c’hreden gant ar frankiz a gavont e bro an Turked. Ped kær vraz a zo duman hag e c’hallfed ober enne hent ar groaz evel e reomp aman ? Nag a hini euz an dud a zo pæet gant ar gouarnamant a dremen heb mont d’an iliz, bete gout e ve tamallet ze d’ê ha lemet digante o bara !
Aman na ve gwech e-bed tamallet d’eun den bean eun den a relijion, Ar c’hontrol eo : e relijion a dalvo