dindan an heol. Tostoc’h d’imp, a-gle d’ar voskeen, eur minaret uhel ha *mistr, hag ouz e droad ar c’hazern turk ec’h efomp emberr ennan d’ober poz kentan hent ar Groaz : aze, pe war dro, e oe bet kondaonet Jezuz gant Pilat. War an tu deo, eun tamm pelloc’h avad, e welomp bolz iliz ar Be Santel.
En hon c’hichen, aman, war leur-doen chapel an Ecce Homo, hon deuz eur groaz hag a gonter diwar he fenn eun dra zouezus.
Aman en em gavomp en kalon karter ar Vahometaned a displij d’ê ar groaz muioc’h evit n’euz forz petra. Ken e oa ar blavez 1882 e oa arabad lakat hini ’bed dindan o daoulagad. Er bla-ze, ’velkent, ec’h *autreaz ar Pacha d’ar gatoliked dougen eur groaz war o skoa evit heuilh hent ar Groaz. Koulskoude leanezed Sion na gredent ket c’hoaz sevel unan war o chapel. Daou pe dri bla goude, o welet en nevoa ’n em douget ar peurvuian euz o amezeien e-mæz a gær evit mont da benn-hent d’unan euz pelerinajo Franz, a deue, ar wech-man, dre ar Samari, e lakjont en o fenn ober, er mare-ze, ar pez a glaskent ober pell a oa : klasket e oe, eta, eur micherour ha plantet ar groaz heb gout da zen. Deut e oa an taul da vad ha chom a reaz ar groaz en he læc’h : aman ar pez a zo græt, ’zo græt.
’N eur distrei d’ar gær, goude bean laret kenavo da C’hoarezed Sion, e klevan c’hoaz an Tad ambrouger o kontan d’in eun histor hag a zo henvel aoalc’h ouz honnez.
Mont a reomp e-mæz ar gær dre dor Damas, unan euz ar re gaeran, ha, goude, e hedomp mogerio-kær a