Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/173

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 155 —

Vreiz-Izel, ma vevfomp holl evelti en e zoujans ha mac’h efomp holl davetan ha daveti en Jeruzalem an Neñvo ! »


————



IV


’Læc’h ma labourer dre finese gant an Turked.


Breman, pa hon deuz gwelet piz ’pez a zo en leandi Sion ha ’pez a zo dindanan, e fell d’imp gwelet ’pez a zo warnan. Dizouaromp eta ha pignomp war al leur-doen. Nag a dreo a welomp ac’han ! Kær Jeruzalem a-bez koulz laret, A-dal d’imp, e lugern moskeen Omar