Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 154 —

ar c’hoant da vevan en eul læc’h kloz bennag euz ar Gær Zantel ha da vervel eno.

An tad Ratisbon, saver leandi Sion, a reaz kleuzan ’viti, eur *peniti war Vene ar Gwe Oliv en eul logel douar a oa d’ean, hag ar seiz a viz Mæ 1881, a vinnigaz anean dirag leanezed e leandi hag e verc’hedigo emzivad.

Eno e vevaz adaleg neuze hon c’henvroadez zantel o pedi Doue hag oc’h ober pinijen : ’vit gwele n’he devoa nemet eun arched. Gant ar maro e vije aliez he spered, dre ma wele dalc’h-mad diraki ar berejo a c’holo krab ar mene a du gant traouien Jozafat.

He lojen a oa ken hanval ouz eur be ma tostae d’ei ar bleidi-noz o sonjal kaout enni danve eur pred mad. Eun nozvez bennag, sklær al loar en bolz an nenvo, e kane, a greiz kalon, kantik ar baradoz « Jezuz pegen braz eo », pa daulaz ple d’eur blei a deue d’he c’hæ, daoulagad spontuz en e benn. — « Kæ kwit, blei bihan », a laraz d’ean goustadik ha dispont ; hag al loen gwe o tec’hel dioustu.

Da hanter even ec’h eaz Gabrielan d’ober eun dro bete Betleem. En eur distrei e koueaz klanv en leandi Sion-Jeruzalem ha goall-glanv. Eno e varvaz ’vel eur zantez ar bemped a viz gouelen, d’an noad a daou ’la ha daou-ugent, hag eno, herve he c’hoant, e oe douaret, en eur c’hao a zo dindan goarek an Ecce Homo.

Pan omp breman dirag he be, daoulinomp warnan ha greomp eur beden eviti. C’hoant am be kentoc’h da laret d’ac’h : « Pedomp anei ha goulennomp diganti ma koueo bennoz an Autro Doue war he c’henvroiz a