Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 153 —

a dremenaz eul loden vraz euz he bue o pelerinan hag a deuaz da vervel, ar bemped a viz gouelen 1881, en leandi an Itron Varia Sion pe an Ecce Homo, en Jeruzalem. Meur a wech e oa bet o welet an Itron Varia Wir Zikour, an Itron Varia Folgoat ha Santez Anna Wened. Bet e oa ive en Lourd, en Ars, en Paray-ar-Monial, en Fourvier-Lyon. Bete Rom e falveaz d’ei mont, ha gwelet a reaz ar Pab santel Pie IX, a roaz d’ei eur vedalen. « E Vreizadez vihan » a ræ anei.

Jeruzalem zoken a gave Gabrielan na oa ket re bell eviti ha, diou wech, e kavaz an tu da vont di. Paour e oa ; mes pedi a reaz kement an Autro Doue, ha kement a fianz he devoa en e vadelez, ma *tanzeaz d’ei, en eun doare burzuduz, ’pez he doa ezom evit heullh he *mennoz santel.

’Pez a reaz d’ei distrei an eil gwech da Jeruzalem eo