Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 152 —

euz ar *oarek hon deuz gwelet al loden-all anei a-uz d’an hent.

Pa disken an nen donoc’h dindan o zi, e kaver mein koz ha braz tennet euz al lithostrotos pe leur-vein. Darn anê ’zo bet græt gante eul leur neve ha daou anê a zo treuzet gant linenno a dalvee d’ar zoudarded Roman ’vit lakaat da vont ha da dont meinigo bihan : eun dra bennag evel an didu-amzer a reomp hirie anean « c’hoari ’r c’hare. »

Eur c’hare ’zo merket war unan euz ar vein hag eur *c’helc’h war egile.


————


III


Be eur Vreizadez : Gabrielan ar Yeodet.


’Keit ec’h omp aman evel sebeliet dindan an douar ha dindan *goarek an Ecce homo, n’eman ket, a dra zur, ma lennerien en gortoz e komzfen d’ê euz o bro Breiz-Izel. Koulskoude n’hallan ket tremen hep hen ober.

Eun nor hepken hon deuz da zigeri ha setu ni dirag be Gabrielan ar Yeodet.

Breman ’zo ugent vla e oa brudet an hano-man en hon bro ha, dreist-holl, en bro Lannuon.

Bean eo hano eur plac’h zantel euz a Verlewene[1],

  1. Eur barrouz hag a zo ’kichen Lannuon.