bennag hag a zo lausk aoalc’h a galon evit mont eneb d’ar gwir hag eneb d’e goustianz war digare gonid eun dra-bennag, arc’hant pe vignoniez evitan e-unan, e tiskoueomp anean gant ar biz en eur laret « Pons-Pilat » !
’Vit kaout arc’hant ha grad vad Kesar, en deuz gwerzet Pilat Jezuz : Poan gollet ! a larin d’ean c’hoaz eur wech ; dirak Doue, a dra zur ; ha dirak ar bed zoken. Dont a reaz da vean diskuilhet, daoust da ze ; koll a reaz e garg ha red e oe d’ean ’n em divroian : en Bro-C’hall en em dennaz ha mervel a reaz en kær Vienn, war ster ar Rhon, e læc’h ’m euz tremenet gant ma lennerien etre Lyon ha Marseilh.
Mad ! setu me distro a spered d’am bro, goude m’on chomet a gorf ouz toull dor eul leandi a fell d’imp mont ennan. Ober a refomp plijadur ha rei a refomp kalon da leanezed an Itron Varia Sion, a zo o telc’hel anean.
Bean eo unan euz ar re gentan savet en Jeruzalem gant ar Fransizien. E zaver eo an Tad Mari Ratisbon, eur belek katolik a heuilhe, da gentan, kreden ar Judevien hag a zo bet distroet ouz ar wir greden en eun doare burzuduz. C’hoant d’ean da welet e vreudeur o tistrei eveltan, e savaz eun urz leanezed da *brederian gant ze, evit ’pez a zell ar merc’hed yuzev, hag e kasaz ar re gentan da Jeruzalem er blavez 1858. Nag a vugale emzivad o deuz savet aboue ha disket d’ê anaout ha serviji ’vel m’eo dleet an Autro Doue !
O zi ’n em gav war al læc’h a oa goloet gwech-all gant palez ar gouarner Roman ha gant al lojeiz a oa stag outan. En o chapel, a zo neve zavet, e weler eul loden