Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/175

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 157 —

zo uhel-uhel, « ’C’hanta, eme an Tad, daou dour Itron-Varia-Franz, mar karet sellet anê, a gavfet c’hoaz uheloc’h. Ha, koulskoude, herve ar reiz, na dlejent ket bean bet uhelaet a-dreist da Vogerio kær : difennet eo ze gant ar Sultan, Mes evelhen eo bet kont :

Pa oad o sevel an tourio, e taulaz ple ar pacha e tremenent eun nebeudig uhelder ar magorio. Hag heñ dioustu da dont da laret paouez. Larout ’reaz d’ean an Tado ec’h ænt da skrivan da Gonstantinopl evit goulen *autre da gendelc’hel. Ha, da c’hortoz ar respont, war digare lakat pep tra prest ’vit adkrigi gant al labour, e savjont eur chafod koadek meurbed endro da bep-hini euz an tourio. Delc’hel a reaz ar vasounerien da labourat warne, en diabarz ar c’hoadaj, heb bean gwelet, koulz laret, ha pa oe peurc’hræt al labour, e oe diskennet ar c’hoat en traou. Setu distro ar pacha ha drouk ennon ar wech-man : Daoust perag n’ho peuz ket gortozet an *autre ? » — « D’ober petra gortoz anean, pan eo gwir eo bet goulet ? » — N’euz forz ! ar reiz ’zo ar reiz. Torret ’peuz al lezen. Goaz a ze d’ac’h ! » —