Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 143 —


V


Bec’h d’an dro-heol ! — Eur beden a zic’haou ’vit Bro-Chall.


Distrei a reomp ’ta, eün d’ar gær.

Sec’hed ’m euz ’n eur arruout. Ha me da glanvdi sant Louiz da c’houlen digant C’hoar Jozefina eur bannac’h dour diwar bleu tro-heol. Gwir mad eo ’pez a lavare d’imp, an de-all, an autro kont a Biellat, Amgraüz eo al leanez hag he louzo mad ouz ar zec’hed.

Ha peadra he deuz da rei d’an holl, goude ’n em douger d’he stal a-vern. Rak eur stal a dalc’h ive, ’læc’h e kaver da brenan kroazio, chapeledo, skeudenno ha bep sort treo all.

O prenan eun dra bennag diganti e tigollomp anei euz ar boan a gemer da *danzen d’imp eun evach ken yec’heduz hag, ouspenn ze, e reomp eun aluzen d’ar bevien glanv pe named a ve prederied oute gant C’hoarezed Sant Jozef. An autro a Biellat an euz savet ar c’hlanvdi-man hag heñ a dalc’h anean en e zav.

D’an abarde, war-dro taer heur, ec’h eomp d’ober eun dro d’iliz ar Be Santel evit gwelet piz ’pez a zo enni hag en-dro d’ei. Da c’houæc’h heur hanter, bennoz ar Zakramant en eur chapel a zo e-kichen hon hostaleri hag eman enni a-wel an Hosti sakr, e pep mare ; *azeulet eo gant leanezed euz a Vro-Velg a zo goestlet da Vari